Le petit joueur de fluteau [Breton translation]

Songs   2024-11-23 22:48:50

Le petit joueur de fluteau [Breton translation]

Ar soner fleütenn bihan

a gase ar sonerezh en-dro e-barzh ar c'hastell.

Evit koantiri e ganaouennoù

e kinnigas ar roue ardamez dezhañ.

"N'houllan bet bezañ un noblañs"

a respontas al "lonk-e-notenn" 1.

Gant ardamez er bili-bann

e krogfe ma "la" da goeñviñ. 2

Lâret e vefe a-dreuz ar vro:

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

"Ha savet re izel e hañvalfe din

ma faour gloc'hdi dister.

Ne blegfen ket ma daoulin ken

dirak an Aotrou Doue eus hor bro.

Ret e vefe d'am ene

an holl sent eus Notre-Dame.

Gant un eskob er bili-bann

e krogfe ma "la" da goeñviñ.

Lâret e vefe a-dreuz ar vro:

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

"Hag ar gambr am eus bet ganet enni

a vefe un trist a lojeiz evidon.

Dilezel e rafen ma fletenn reuzeudik

evit ur gwele gant stelioù.

Eskemm e rafen ma zi-plouz

evit un ti-noblañs.

Gant ur maner er bili-bann

e krogfe ma "la" da goeñviñ.

Lâret e vefe a-dreuz ar vro:

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

"Mezhus e vefen eus ma gouenn,

eus an tadoù-kozh on diskennet diouto;

gwelet e vefen oc'h ober beg-mouzh

ouzh ar skourr a ziveran dioutañ

C'hoant am befe eus ur manifik

a wezenn-lignez.

Gant gwad nobl er bili-bann

e krogfe ma "la" da goeñviñ.

Lâret e vefe a-dreuz ar vro:

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

"N'em befe c'hoant ken da zimeziñ

d'am c'hefriza, d'am danvez-pried;

ne rofen ket ma anv

d'un Ninaig bennak.

Ret e vefe din kaout da barez

merc'h ur priñs bras eus Bro-Spagn.

Gant ur briñsez er bili-bann

e krogfe ma "la" da goeñviñ.

Lâret e vefe a-dreuz ar vro:

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

Ar soner fleütenn bihan

a gimiadas ar c'hastell

hep ardamez, hep parch,

hep gloar e yeas e lev

war-zu e gloc'hdi, e di-plouz,

e dud, e zanvez-pried...

na vo lâret a-dreuz ar vro

"Traiset en deus ar soner fleütenn".

Doue da anavezo evit unan eus e re

ar brav a soner bihan.

1. "Croque-note" e galleg, da lârout eo ur soner fall pe dister.2. Da lârout eo: uhelaat a rafe ma stad.

See more
Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved