le cocu [Breton translation]

Songs   2024-12-02 11:39:36

le cocu [Breton translation]

O vezañ ma ne blij ket kalz chom digenvez

tra ma 'z an da besketa hag emañ o lartaat 1

en em ra ma gwreg d'he boazioù kozh

d'ober da zen-pe-den an enor da vezañ degemeret em gwele.

Gwir eo! un dogan ez eus ouzhon, un darn karv em eus war ma fenn.

Forzh toulloù a reer en hol loar ar bichoned.

N'on ket pedet ken d'ar fest gant ma muiañ-karet

pa ya da bourmen betek an neñv uhelañ.

E riskl ma c'halon e kign ar paour-kaezh

ar c'houmanant priedelezh hag e rent anezhañ didalvoud din.

Ma n'ouzon ket ken pe-da-zu kas ma c'herniel,

war a seblant ne ra foeltr forzh eus se.

Pa distroan shuizh-duvi eus pesketa diwar al linenn

e tispakan anezho noazh-bev e-kreiz o dirolladurioù.

Mard o aliit da wiskañ un delienn gwini,

nac'hañ a raint gant aheurtiz.

Gant saotrañ ma gwele-priedelezh, daoust hag diskarget int

eus derc'hel da reolennoù ar sevended?

Gant ma c'houlennfent diganin d'an nebeutañ hag em eus graet ur pesketadenn vat,

Gant ma deurvezfent a-benn ar fin goulenn keloù eus ma yec'hed.

Dre garantez, un tamm evezh disterañ

evit ar paour-kaezh gwaz a vez goloet gan liv melen 2

An dogan, kustum zo d'e moumounañ, d'e gaezhigañ;

bez' e vezer, a-benn ar fin, un nebeud eus e c'herent.

Da goulz ar pred ez int, ma c'hasaus a gevezerien,

dichek a-walc'h c'hoazh evit tarluchañ ouzh ma lod;

ne zoujfent ket azezañ ouzh ma zaol.

Dogan kement hag a blijo deoc'h, Amfitrion avat, biken!

Rannañ e hanter-tiegezh, daoust hag eo se da lavarout

rannañ e dinell hag e evaj kenkoulz?

War-nes ret eo din o stlepel er-maez,

hag ur chañs e vo mar ne gasont ket ma fesked ganto!

Ur chañs ma n'en em ziheñch ket an hailhoned-se o vont kuit

kement da gas o infamiezh betek he barr

en ur sutellañ "Un dogan eo Mestr an ti-gar" 3

abalamour ma vez Mestr an ti-gar ma mignon gwellañ.

1. "E galleg, "s'ennoblir", gant ur ster ral (war-nes luc'haj eo) 'zo bet digomprenet d'ar peurliesañ.2. "Safran" e galleg.3. E galleg, "Il est cocu le chef de gare", ur ganaouenn fentus savet war don ar ganaouenn bugale kozh "Il était un petit navire".

See more
Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved