Le bricoleur [Breton translation]
Le bricoleur [Breton translation]
E-pad e ehanoù dibaot,
ma n'emañ ket o tresañ tra-mañ-tra,
e klask ur c'horn vak bennak
a c'heller c'hoazh plantañ un tach ennañ...
(Boest ostilhoù!)
An tach a sank e lec'h
an hini dec'h, e erlec'hiañ
a ray warc'hoazh gant un tach gwelloc'h
'zo an hini derc'hent-dec'h, a-hend-all.
Ma Doue, pebezh joa,
Ma Doue, pebezh joa,
kaout ur gwaz a velbet!
Ma Doue, pebezh joa,
Ma Doue, pebezh joa,
kaout ur gwaz belbeter
(Boest ostilhoù!)
E-kerzh unan eus ar mareoù ma oan brazez
e jarneen dirazañ diehan
gant keraouez inkredapl
ur re zilhad babig
(Boest ostilhoù!)
Met pa zeuas ar bugelig war an douar
e welis gant ul levenez vras
en doa ma gwaz en em zibabet
evit ober din ur babig gwisket en araok.
Ma Doue, pebezh joa,...
(h.k.a.)
Evit bremañ emañ-eñ o sevel
ur bitrak tredan nevez
a bermeto d'ar mab-den a-benn ar fin
d'ober dour diouzh gwin
(Boest ostilhoù!)
Hogen fazioù a ra en e jederezh
ha pa fell deomp evañ diwar ar blomenn
e c'hoarvez deomp lonkañ
ur mell gwerennad tredan.
Ma Doue, pebezh joa,...
(h.k.a.)
En abeg m'en deus aon na vefe
avius ar ganailhez eus e rabotoù, e durkezoù
pa 'z a d'a gousket, e stal anezho
e kreizig-kreiz hor gwele priedelezh
(Boest ostilhoù!)
Hag alies e-pad an noz e tihunan
en ur soñjal er burzhudoù marvailhus
prometet din gant ur flouradenn orgedus...
met n'eus nemet ul librikin eus se.
Ma Doue, pebezh keuz,
Ma Doue, pebezh keuz,
kaout ur gwaz a velbet!
Ma Doue, pebezh keuz,
Ma Doue, pebezh keuz,
kaout ur gwaz belbeter
- Artist:Georges Brassens