La guerre de 14-18 [Breton translation]
La guerre de 14-18 [Breton translation]
Abaoe ma skriv an nen an Istor,
abaoe ma emganner a galon laouen
e-touez kant ha kant brezel brudet
ma vefe ret din ober un dibab,
disheñvel tout ouzh Homer kozh,
ec'h embannfen war-eeun:
"Me, kabiten 1, an hini 'zo gwell din,
ar Brezel bevarzek-driwec'h eo-eñ."
(Div wech.)
Daoust hag e sinifi se e tisprizan
brezelioù uhel a wechall,
e ran forzh kement hag eus ur gignez
eus hini zek ha tri-ugent?
Er c'hontrol: e zoujañ a ran
hag ur "satisfecit" a zeroan dezhañ.
Met, kabiten ... (h.k.a.)
Gouzout a ran ne sanke ket
ar brezelourien eus Spart o c'hlezeier en dour 2
ha soudarded kozh 3 Bonapart
ne denne ket o foultr er vann.
Danvez mojenn eo o zaolioù-kaer,
hag o meuliñ a ran em sav-sonn.
Met, kabiten ... (h.k.a.)
An hini eus ar bloaz daou-ugent, a-dra-sur,
n'on ket bet dipitet a-grenn gantañ:
hir e voe ha lazhadegus 4
ha ne dufan ket warnañ.
Hogen ne zellez ket, d'am meno,
gwelloc'h eget ar c'hentañ aksesid.
Me, kabiten ... (h.k.a.)
Ne fell ket din klask trouz
ouzh ar brezeligoù 5, nann feiz!
brezelioù santel, brezelioù dre zindan
na gred ket disklerañ o anv.
Bez' en deus pep hini outo un dra-pe-dra plijus,
pep hini e dammig dellid.
Met, kabiten ... (h.k.a.)
Diouzh goueled e sac'had troioù-fall
e tenno Meurzh, moarvat, pa garo,
unan all -- un drugar wirion
hag am souezho bras...
Etretant e kendalc'han
da lârout ar brezel 'zo gwell din
an hini, kabiten, a blijfe din ober,
ar Brezel bevarzek-driwec'h eo-eñ."
1. "Mon colon" e galleg, un termen sevended godisus.2. Daveet eo amañ d'an dro-lavar gallek "un coup d'épée dans l'eau", a dalv kement hag un taol diefedus.3. "les Grognards".4. E galleg; "massacrante", ur ger faltaziet.5. "Les guérillas" e galleg.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Les trompettes de la renommée