L'âne et le gendarme [Breton translation]

Songs   2024-11-28 22:06:14

L'âne et le gendarme [Breton translation]

War ribl ar poull glas

e oa un azen;

war ribl ar poull glas

e oa un azen... glas!

Hag huñvreal a rae an azen-se

e oa-eñ un archer;

hag huñvreal a rae an azen-se

e oa-eñ un archer... war droad.

War ribl ar poull glas

e oa un archer;

war ribl ar poull glas

e oa un archer... glas!

Hag huñvreal a rae an archer-se

e oa-eñ un azen;

hag huñvreal a rae an archer-se

e oa-eñ un azen... divalav.

Tanav e oa an aer ken dous,

ha cherisus an aezhenn,

Tanav e oa an aer ken dous

ma c'heller bezañ en gortoz eus pep tra.

Neuze e teuas da dremen

ur gornandonez prez warni un nebeud.

Ha gant un taol gwialenn wenn e cheñchas

an archer en azen,

Ha gant un taol gwialenn wenn e cheñchas

an archer en azen lart.

Ha gant an azen, eeun tout

e reas un archer

ken difrae ma den, e gwirionez,

ne spurmantas ar cheñchamant.

Me ma-unan n'em bije gouezet tra eus se

mar ar gornandez drant

ne vije ket deut, en ur c'hoarzhin,

da gontañ an afer-se din.

Bremañ er vro,

pa welan un archer

bremañ er vro,

laouen on evitañ.

E lec'h debri brenn

e skoazell ar justis,

E lec'h debri brenn

e red war-lerc'h al laeron.

An azen en e brad, avat,

heu... ret eo din en em soñjal!

Evit klemm diwar-benn an azen en e brad,

ret e vo din mont da welout se a-dostoc'h.

(Bezañ rediet a-c'houdevezh 1 bremañ da zebri geot... un drist a blanedenn eo evit un archer a oa... Hin-no!)

1. "Subséquemment" e galleg, evit ober lu eus doare skrivañ an archerien.

See more
Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved