L'homme au cœur blessé [Breton translation]
L'homme au cœur blessé [Breton translation]
Deiz ha deiz e tremen an deizioù hebiou
hag e chom ar vuhez en dilez
'Barzh liorzh an den gouliet e galon
krazet eo ar geot: bleuñvenn ebet.
War ar wezenn sec'h tra n'hell kreskiñ ken
nemet frouezh e boan
Peder mur e di
ne c'houdor nemet ezvezañs
Da belec'h eo aet ar gamaladed
gant o c'hoarzh hag o c'hanaouennoù?
Da belec'h eo aet ar gamaladed
gant o c'hoarzh hag o c'hanaouennoù?
A wechoù e teu daeroù da zourañ
geot kraz an eñvor
Hogen peseurt heol 'vo evit tommañ
deizioù tec'het kuit pe o tont?
Peder mur e di
ne c'houdor nemet ezvezañs
Da belec'h eo aet ar gamaladed
gant o c'hoarzh hag o c'hanaouennoù?
Da belec'h eo aet ar gamaladed
gant o c'hoarzh hag o c'hanaouennoù?
Deiz ha deiz e tremen an deizioù hebiou
ha chom a ra ar vuhez en dilez
- Artist:Georges Moustaki
- Album:Il y avait un jardin
See more