Il pleut dans ma chambre [Breton translation]

Songs   2024-11-25 06:39:57

Il pleut dans ma chambre [Breton translation]

Glav a ra em c'hambr.

Selaou a ran ouzh ar glav,

glav kuñv eus miz Gwengolo

o kouezhañ em gwele.

Kridienniñ a ra al liorzh, gouelet o deus an holl vleunioù

evit degouezh an Diskar-Amzer

ha finvez an hañv.

Met mouskanañ a ra ar glav,

drant e lusk.

Tip ha tap ha tip-top ha tip,

ha tip-tip ha tip,

ha tip-top ha tap.

Setu ar pezh a glever diouzh an noz,

kanaouenn ar glav eo se.

Bleuniañ a ray an deiz warc'hoazh war ho tiweuz,

ma c'haredig, hag ar glav a zistan ho terzhienn

a vo pell-pell war ar mor

o verdeiñ dindan un amzer hinon.

Warc'hoazh e vo bet en em fichet ar c'hoajoù

hag an toennoù nevez-livet o devo un neuz fest.

Laouen eus ar chañpoeñ-se,

ne glemmo ket al laboused.

Glav a ra em c'hambr,

glav a ra em c'halon.

Glav kuñv eus miz Gwengolo,

kan da son goapaus.

War ar maez, dre-holl

kresk a ra kabelloù-touseg kaer,

hag er menezioù

emañ an avel o seniñ e violoñs...

An holl gizhier toenn

a zañs, a gan a-gelc'h.

Tip ha tap ha tip-tap ha tip,

ha fut-fut ha tik,

ha pik-pak ha tok.

Setu ar pezh a glever diouzh an noz,

kanaouenn ar glav eo se.

See more
Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved