Céline [Breton translation]
Céline [Breton translation]
Bez' oa tri faotr yaouank
o vont evit ar brezel,
vont evit ar brezel,
keuz gant an tri outo,
keuz gant an tri outo
eus o c'harediged.
D'ar yaouankañ outo
keuz bras 'oa eus e hini,
keuz bras eus e hini
ha n'eo ket hep abeg:
ar verc'h koantañ eo-hi
eus an tro-war-droioù.
Ar soudard jentil-se
'ya da gaout e gabiten
"Boñjour ma c'habiten,
roit din ma c'hoñje
evit gwelout Selin 1
'zo bepred o ouelañ."
'N ofiser a respont
evel un den a vrezel:
"Kemer da follenn-roud,
da gaer a baseporzh
kae da gaout da goantenn
ha distro hepdale."
Ar paotr yaouank a gerzh
da gastell e dad karet
"Boñjour ma zad, ma mamm,
ma breudeur, ma dud ger,
hep disoñj eus Selin
a gar kalz ma c'halon."
Respont a ra e dad:
"Siwazh marvet eo Selin
marvet eo da Selin
o c'hervel war da lerc'h.
He c'horf 'zo en douar,
hec'h ene 'zo en Neñv."
Aet eo ar paotr yaouank
da ouelañ a-us d'he bez:
"Selin, ma Selin ger
komz, komz 'ta, komz ouzhin!
Rannet eo ma c'halon
rak mui ken n'az kwelin."
Respont a ra Selin:
"Leun eo ma beg a zouar;
Douar 'zo 'barzh ma beg,
karantez ez hini;
met goanag a chom din
d'az kwelin un deiz 'vo."
Ar soudard mat a ya
da gaout prim e gabiten
"Boñjour ma c'habiten,
setu-me distro deoc'h.
Dre ma varvas Selin
da viken' vin soudard."
1. N'eus ket a stumm brezhoneg evit "Céline".
- Artist:Édith Piaf