Va, pensiero [Breton translation]
Va, pensiero [Breton translation]
Kae, soñjezon, war da zivaskell alaouret,
kae ha paouez war an diribinoù, war an torgennoù,
lec'h ma sav c'hwezh klouar ha bouk
aezhennoù dous eus hor bro c'henidik.
Ro ar salud da ribloù ar ster Jordan
ha da tourioù diskaret eus Sion.
Ô ma mammvro ken kaer ha kollet;
ô eñvorennoù ken ker ha drastus!
Telenn aour ar varzhed diouganer,
perak out-te mut hag istribilhet ouzh an halegenn?
Adc'hwezh an eñvorioù en hor bruchedoù,
komz deomp eus an amzer dremenet.
Laosk un trouz kriz a glemmvan
heñvel ouzh reuz Solima,
peotramant bezet awenet dit gant an Aotrou
ur sonadeg hag hol leunio a galon evit gouzañv.
- Artist:Giuseppe Verdi
- Album:Nabucco
See more