Rouanez an Arvor [French translation]
Rouanez an Arvor [French translation]
Itron Santez Anna
Ni ho ped a galon
Gant joa ni ‘n em laka
Dindan ho koarnasion
O Rouanez karet an Arvor,
O Mamm leun a druezus
War an douar, war vor
Gouarnet ho pugale
Ho kalon zo digor
‘Vit an holl Vretoned
An dud eus an Arvor
Ho kar ivez bepred
O Rouanez karet an Arvor,
O Mamm leun a druezus
War an douar, war vor
Gouarnet ho pugale
Patromez Breizh Izel
Deoc’h-hu en deus rekour
Ho Arvorigiz fidel
Reit dezhe ho sekour
O Rouanez karet an Arvor,
O Mamm leun a druezus
War an douar, war vor
Gouarnet ho pugale
- Artist:Christian Hymns & Songs
See more