L'emigrante [Breton translation]

Songs   2024-07-05 00:22:38

L'emigrante [Breton translation]

Me 'zo an divroer a ya da glask e voued

war ribl an hent-bras, e-kreiz ar boultrenn

me 'zo un harluad, evel divizet gant ar blanedenn

'zo tonket da vugale ur bobl milliget.

Pare on da giañ koulskoude, dilure kaer

evit bouetañ ma re diwar-bouez ma c'hwezenn.

diwar-bouez ma c'hwezenn.

Ginidig on eus seurt kompezennoù ma 'n em ruz an heol warno

bet ganet e-barzh un tiig gwenn-raz

gwenn-raz

gwenn-raz

gwenn-raz

Me 'zo diouzh gouenn ar frioù du, peotramant ar re huziliet

unan eus ar re a zo kouezhet er brezel evidoc'h-c'hwi.

Met petra 'hellfen lâret, petra 'hellfen ober

pa n'hellan ket lakaat ho Toue da vezañ ma hini?

N'hellan ket en ober ma hini

N'hellan ket en ober ma hini

N'hellan ket en ober ma hini

Goût a ouzon, pa zeu tonkadur ar bed da vezañ kriz

e troomp holl hor selloù war-zu ur memes neñv

Etretant avat, o vezañ ma rit mab-den ouzoc'h

degemerit anezho c'hwi ivez, astennomp un dorn outo

astennomp un dorn outo

astennomp un dorn outo

astennomp un dorn outo

astennomp un dorn outo

See more
I Muvrini more
  • country:France
  • Languages:Corsican, French, Italian, English+3 more, Latin, Basque (Modern, Batua)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://www.muvrini.com
  • Wiki:http://en.wikipedia.org/wiki/I_Muvrini
I Muvrini Lyrics more
I Muvrini Featuring Lyrics more
I Muvrini Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved